Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/58

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 42 —

gred ket en hano Mab unic Doue. Hogen, setu ama ar varnedigez : ar sclerijen a zo deut er bed, hag an dud ho deus caret muioc’h an denvalijen eged ar sclerijen ; rag ho oberou a ioa fall, ha piou bennag a ra an droug a gassaa ar sclerijen ha ne deu ket d’ar sclerijen, gant aon na ve condaonet he oberou. Mes an hini a heul ar virionez a deu d’ar sclerijen, evit ma vezo dizoloet he oberou, abalamour ma ’z int great e Doue. »


————