Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/57

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 41 —

beleac’h e teu na da beleac’h ez a : ar memez tra evit an den a zo ganet euz ar Spered. »

Nicodem a respontas : « Penaoz e c’hell an traou-ze en em gaout ? »

Jesus a lavaras : « Te a zo mestr en Israel, ha ne anavezes ket an traou-ze ? E guirionez, e guirionez, me a lavar d’id : ni a lavar ar pez a c’houezomp ha ni a ro testeni deuz ar pez hon deus guelet, mes c’houi ne zigemerit ket hon testeni.

» Me am eus comzet d’ehoc’h deuz traou an douar hag a c’hellit da anaout essoch evel an asgenel, ha ne gredit ket. Penaoz e credot-hu, ma comzan d’ehoc’h deuz traou an env, evel deuz ginivelez Mab Doue a holl viscoaz ? Rag den n’eo pignet en env nemet an hini a zo diskennet euz an env, Mab an den a zo en env abalamour ma z eo ive Mab Doue [1]. Hag evel Moyses a zavas ar zerpant coueor en dezert, evelse e rank beza savet Mab an den ouz ar groaz, evit ne d-ei ket da goll an neb a gred ennhan, mes m’han dezo ar vuez peurbadus.

» Rag Doue hen deus caret kement ar bed m’han deus roet he Vab unic evit ne d-ei ket da goll an neb piou bennag a gred ennhan, mes m’han dezo ar vuez peurbadus. Doue n’hen deus ket casset he Vab er bed evit barn, evit condaoni ar bed, mes evit ma vezo ar bed saveteet ganthan. An hini a gred ennhan n’eo ket barnet ; an hini ne gred ket a zo barnet a-vreman, abalamour ne

  1. Er bed edo en he natur den, en env, en he natur Doue, ganet euz he vamm, chomet gant he Dad. (S. Augustin).