Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/56

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


EIL PENNAD
Diviz Hor Zalver gant Nicodem (S. Iann,III, l-21)
————


Bez’ ez oa etouez ar pharisianed eun den hanvet Nicodem, unan deuz pennou bras ar Jusevien. Dont a reas da gaout Jesus en noz hag e lavaras d’ezhan : « Mestr, gouzout a reomp ez oc’h deut euz Doue evit kelen, rag nicun ne c’hell ober ar burzudou a rit, ma n’ema ket Doue ganthan. »

Jesus a respontas d’ezhan : « E guirionez, e guirionez, me a lavar d’id : ma ne c’han ket unan bennag a nevez, ne c’hell ket guelet rouantelez Doue. » Nicodem a lavaras d’ezhan : « Penaoz e c’hell an den genel, pa ’z eo coz ? Daoust hag e c’hell mont adarre e corf he vamm hag asgenel ? » Jesus a respontas : « E guirionez, e guirionez, me a lavar d’id : ma ne c’han ket unan bennag a nevez euz an dour hag ar Spered-Santel dre ar vadiziant [1] n’he c’hell ket mont e rouantelez Doue.

» Ar pez a zo ganet euz ar c’horf a zo corf, n’hen deus nemet buez ar bed-man ; ar pez a zo ganet euz ar Spered, euz Spered Doue, a zo spered, hen deus ar vuez dreist natur. Na vez ket eta souezet gant ar pez em eus lavaret d’id : red eo d’ehoc’h genel a nevez. »

» An avel a c’houez el leac’h ma car ; clevet a res he vouez, mes ne anavezes ket euz a

  1. Conc. Trid., sess. VII, can. 2.