Mes ar Jusevien, tud ar C’honseil bras, a zavas ho mouez hag a lavaras d’ezhan : « Dre be viracl e tiscuezit-hu d’eomp oc’h eus guir da ober an traou-ze ? » Jesus a respontas : « Discarit an templ-man, hag e tri devez me her savo adarre. » Ar Jusevien a lavaras : « C’huec’h vloaz ha daou-ugent a zo lakeat da zevel an templ-man, ha c’houi hen assavo e tri devez ? »
Mes Jesus a gomze deuz templ he gorf a zo Doue o chom ennhan. Pa oue savet beo euz a douez ar re varo, e teuas sonj d’he ziskiblien deuz ar pez hen doa lavaret, hag e credjont er Scritur hag er gomz hen doa discleriet Jesus.
Epad ma edo e Jerusalem evit ar Pask, d’an deiz gouel, calz a gredas en he hano o velet ar burzudou a rea. Mes Jesus n’en em fizie ket ennho, abalamour m’ho anaie holl ha n’oa ket red e roje unan bennag testeni d’ezhan deuz eun den : gouzout a rea he-unan petra ’ ioa en den.