Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/54

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


EIL RANN
Euz ar c’henta gouel Pask d’an eil
————
KENTA PENNAD
Jesus a ia da Jerusalem hag a daol ar varc’hadourien er meaz euz an Templ

(S. Iann, II, 13-25).

————

Templ Jerusalem a ioa eur blassen vras ha carre, clozet gant mogeriou. En he c’hreiz ez oa perzier, el leac’h ma kemere ar Jusevien perz er zacrifissou, dindan an amzer. Er penn izela edo porz ar merc’hed : huelloc’h, hini ar goazed : huelloc’h c’hoaz, hini ar veleien. Er penn huela edo al leac’h-santel, rannet e diou loden gant eur vouel vras meurbed. Al leac’h-santel ebken a ioa goloet.

Pask ar Iusevien a ioa tost, ha Jesus a bignas da Jerusalem. Caout a reas en templ tud a verze ejenned, denved ha coulmed evit ar zacrifissou, ha trokerien mouniz azezet ouz ho zaoliou. Goude beza great eur scourjez gant kerdin, e cassas an holl er meaz euz an templ, an ejenned hag an denved ive, e feltras mouniz an drokerien hag e tiscaras ho zaoliou. Ha d’ar varc’hadourien coulmed e lavaras : « Cassit an dra-ze ac’han, ha ne rit ket deuz ti va Zad eun ti a verzedigez. » Neuze he ziskiblien a deuas sonj d’ezho ez eo scrivet : « Aked ho ti a grign ac’hanon. »