Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/53

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 37 —

e guirionez, me a lavar d’ehoc’h ; guelet a reot an env digor hag elez Doue o pignat hag o tisken var Mab an den. »

Tri devez goude ez oa eun eured e Cana er Galilee, ha mamm Jesus a ioa eno. Jesus a oue pedet ive d’an eured gant he ziskiblien. Diouer o veza savet var ar guin, mamm Jesus a lavaras d’ezhan : « N’ ho deus ket a vin. » Jesus a lavaras d’ezhi : « Maouez, (er zao-heol e vez roet an hano-ze memez d’ar vamm), maouez, petra c’hoantait-hu diganen ? Va heur n’eo ket deut c’hoaz. » He vamm, o c’houzout oa silaouet, a lavaras d’ar jervicherien : « Grit kement a lavaro d’ehoc’h. » Hogen, bez’ ez oa eno c’huec’h pod-mean a jerviche d’ar Jusevien evit en em voalc’hi hervez al lidou. E peb hini anezho ez ea daou pe dri muzul, 80 pe 120 litrad. Jesus a lavaras d’ezho : « Cargit ar podou a zour. » Hag e cargjont anezho beteg ar ginou. Jesus a lavaras d’ezho : « Tennit breman ha cassit da vestr ar banked. » Hag e rejont. Mestr ar banked a danvas an dour troet e guin. Ne c’houie ket euz a beleac’h e teue ; mes ar jervicherien a c’houie, hi ho doa tennet an dour. Kerkent mestr ar banked a c’halvas an den nevez hag a lavaras d’ezhan : « Ar guin mad a vez servichet da genta, ha pa vez tommet d’an dud, an hini falloc’h : mes te a peus dalc’het ar guin mad beteg ar mare-man. »

Setu aze kenta burzud Jesus, a oue great e Cana er Galilee. Dre eno, e tiscuezas he c’hloar, hag he ziskiblien a gredas ennhan startoc’h.

Goudeze e tiskennas da Gapharnaum gant he vamm, gant he gendirvi ha gant he ziskiblien. Chom a rejont eno eun neubeut deveziou.


————