Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/52

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 36 —

Hogen, Andre, breur da Zimon-Per, a ioa unan deuz an daou ho doa clevet Iann hag ho doa heuliet Jesus. Caout a reas da genta he vreur Simon hag e lavaras d’ezhan : « Cavet hon deus ar Messias, » ar pez a zinifi ar C’hrist. Hag her c’hassas da Jesus. Jesus a zellas outhan hag a lavaras : « Te eo Simon, mab da Iann, te vezo hanvet Cephas, » ar pez a zinifi Per pe Mean.

Antronoz, Jesus a fellas d’ezhan mont d’ar Galilee, hag e cavas Philipp. Lavaret a reas d’ezhan : « Heul ac’hanon. » Philipp a ioa deuz Bethsaïda, kear Andre ha Per.

Philipp a gavas Nathanael, pe Barthelemy, hag a lavaras d’ezhan : « Cavet hon deus an hini a zo scrivet divar he benn gant Moyses, el lezen, ha gant ar bropheted : Jesus a Nazareth, mab da Joseph. » Mes Nathanael a lavaras d’ezhan : « Hag eun dra vad bennag a c’hell dont euz Nazareth ? » Philipp a lavaras d’ezhan : « Deus hag e veli. »

Jesus a velas Nathanael o tont hag a lavaras divar he benn : « Setu aze eur guir den a Israel, n’eus ket a droidellerez ennhan. » Nathanael a lavaras d’ezhan : « Penaoz ec’h anavezit-hu ac’hanon ? » Jesus a respontas d’ezhan : « Araog ma oues galvet gant Philipp, pa edos dindan ar vezen fiez, e velis ac’hanot. » Nathanael a respontas : « Mestr, c’houi eo Mab Doue, c’houi eo roue Israel. « Mes Jesus a lavaras d’ezhan : « Abalamour m’am eus lavaret d’id e velis ac’hanot dindan ar vezen fiez, e credes : brassoc’h eged an dra-ze a veli. » Hag e lavaras d’ezhan : « E guirionez,