Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/51

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


PEVARE PENNAD
Kenta diskiblien Jesus. Kenta burzud e Cana (S. Iann, I, 35-51 ; II, 1-12)
————


En devez varlerc’h, Iann a ioa c’hoaz eno gant daou deuz he ziskiblien. Hag o velet Jesus o kerzet e lavaras : « Setu Oan Doue. » Ar geriou-ze a oue clevet gant an daou ziskibl, hag ez ajont varlerc’h Jesus. Mes Jesus, o veza distroet hag o velet anezho ouz he heul, a lavaras d’ezho : « Petra glaskit ? » Ar re-man a lavaras d’ezhan : « Rabbi » , ar pez a zinifi mestr, « E peleac’h e chomit ? » Lavaret a reas d’ezho : « Deuit ha guelit. » Dont a rejont hag e veljont e peleac’h e chome hag e chomjont ganthan en devez-se. Beza oa var dro an degvet heur, peder heur dioc’h an abardaez.