Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/40

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


UNNEGVET PENNAD
Jesus etouez an doctored (S. Lucas, II, 40-52)
————


Goulzgoude ar bugel a greske hag a grenvee leun a furnez, ha gras Doue a ioa ennhan. He gerent a iea beb bloaz da Jerusalem evit deiz bras ar Pask. P’han doa daouzeg vloaz, e pignjont da Jerusaiem evel m’oant boazet da zeiz ar gouel. Da fin deveziou ar gouel, epad ma tistroent d’ar gear, ar bugel Jesus a jomas e Jerusalem, eb gouzout d’ezho.

O sonjal edo gant unan bennag deuz ho c’hompagnunez, e rejont eun devez bale. Neuze ec’h en em lakejont da glask anezhan etouez ho c’herent hag ho anaoudeien. Hag evel ne gavent ket anezhan, e tistrojont da Jerusalem evit he glask.