Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/41

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 25 —

Ha setu a-benn tri devez e cavjont anezhan en templ, azezet e creiz an doctored, o silaou anezho hag oc’h ober outho goulennou. Kement hini a gleve anezhan a ioa souezet gant he furnez hag he responchou.

Ouz he velet Joseph ha Mari a oue estlammet. He vamm a lavaras d’ezhan : « Perag oc’h eus great d’eomp evelse ? Setu ho tad ha me, glac’haret holl, a glaske ac’hanoc’h. » Lavaret a reas d’ezho : « Petra ho poa o clask ac’hanon ? Ha ne c’houiec’h ket e rankan beza e traou va Zad ? » Hag hi ne goumprenjont ket pez a lavaras d’ezho.

Jesus a ziskennas gantho, a deuas da Nazareth hag e sente outho. He vamm a zalc’he an holl draou-ze en he c’halon. Evit Jesus, creski a rea e furnez, en oad hag e gras dirag Doue hag an dud. En em lakaat a rea henvel ouz an dud all o tiscuez a neubeudou ar furnez divin a ioa holl ennhan azaleg ar penn-kenta [1].


————
  1. Maldonat in Luc, II, 40.