Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/39

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 23 —

Neuze Herodes, o velet oa bet faziet gant an dud fur, a ieas en eur gounnar vras hag e lakeas laza an holl vugale a ioa e Bethlehem ha tro var dro, azaleg an oad a zaou vloaz hag izeloc’h, hervez an amzer hen doa goulennet digant an dud fur.

Neuze oue sevenet ar pez hen doa lavaret evelhen ar prophet Jeremias : « Eur vouez a zo bet clevet e Rama, var an uhel, gouelvan hag hirvoud. Rachel a vouel he bugale ha n’eo ket fellet d’ezhi beza frealzet, abalamour n’emaint mui. »

Goude maro Herodes, eal an Aotrou a en em ziscuezas en Ejipt da Joseph epad he gousk hag a lavaras d’ezhan : « Sao, kemer ar bugel hag he vamm ha kea da vro Israel, rag maro int ar re a glaske tenna he vuez digant ar bugel. » Joseph a zavas, a gemeras ar bugel hag he vamm hag a deuas da vro Israel.

Mes o veza clevet e rene Archelaüs er Judee e leac’h Herodes, he dad, ne gredas ket mont di. Kentelliet epad he gousk, ec’h en em dennas e douar ar Galilee. Dont a reas da jom er gear hanvet Nazareth, evit ma teuje da vir ar pez ho doa lavaret ar bropheted : « Hanvet e vezo Nazarean. »


————