Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
DEGVET PENNAD
Ar Famill Zantel a dec’h d’an Ejypt. Herodes a laz
bugale Bethlehem. Distro ar Famill Zantel
(S. Vaze, II, 13-23).————
Goude m’oant eat kuit, eal an Aotrou a en
em ziscuezas da Joseph epad he gousk hag a
lavaras d’ezhan : « Sao, kemer ar bugel hag he
vamm, tec’h d’an Ejypt ha chom eno heteg ma
livirin d’id, rag Herodes a ia da glask ar bugel
evit he lakaat d’ar maro. » Joseph a zavas, a
gemeras ar bugel hag he vamm epad an noz hag
a en em dennas en Ejypt. Chom a reas eno beteg
maro Herodes evit ma teuje da vir ar pez hen
doa lavaret an Aotrou dre c’hinou ar prophet :
galvet em eus va mab euz an Ejipt.