Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/37

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 21 —

« E Bethlehem Juda. Rag setu ar pez a scriv ar prophet : « Ha te, Bethlehem douar Juda, n’out ket ar bihanna etouez keariou bras Juda, rag ac’hanot e teuio ar penn a dle ren va fobl Israel. »

Neuze Herodes, o veza galvet e cuz an dud fur, a zeskas gantho en eun doare aketus da be vare ar stereden a ioa en em ziscuezet d’ezho. Hag en eur gass anezho da Vethlehem e lavaras : « It ha grit eun enclask piz divar benn ar bugel. Pa ho pezo cavet anezhan, kemennit d’in evit ma ’z in va-unan d’he adori. »

Goude beza clevet ar roue ez ajont kuit. Ha setu ar stereden ho doa guelet er Zao-heol a gerze dirazho, beteg ma teuas da jom a-zioc’h al leac’h m’edo ar bugel ennhan.

O velet ar stereden ez ouent carget deuz eul levenez eb he far. Hag o vont en ti e cavjont ar bugel hag he vamm, hag en eur stoui diraz-han, hen adorjont. Goude beza digoret ho zensoriou, e kinnigjont d’ezhan profou, aour, ezans ha myrr.

O veza bet kentelliet epad ho c’housk arabat distrei da gaout Herodes, e tistrojont d’ho bro dre eun hent all.


————