Mont d’an endalc’had

Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/36

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


NAVET PENNAD
Ar rouaned maj (S. Vaze, II, 1-12)
————


Ar famill zantel ne jomas ket e Nazareth : mont a reas da Vethlehem, kear Darid, el leac’h m’oa ganet Jesus.

Goude m’oa ganet Jesus e Bethlehem Juda, amzer ar roue Herodes, setu tud fur a deuas euz ar Zao-heol da Jeruzalem, hag e lavarjont : « E peleac’h eman roue ar Jusevien a zo ganet ? Rag ni hon deus guelet he stereden er Zao-heol hag ez omp deut d’he adori. »

Pa glevas kement-se, ar roue Herodes a oue trubuillet, ha Jerusalem a bez ganthan. O veza destumet holl brinsed ar veleien ha doctored ar bobl, ech enclaske digantho e peleac’h e tlie ar C’hrist genel. Hi a lavaras d’ezhan :