Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/35

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 19 —

Tad mager Jesus hag he vamm a ioa estlammet gant an traou a lavaret divar he benn. Simeou a vennigas anezho hag a lavaras da Vari, he Vamm : « Ar bugel-man a zo lakeat evit coll ha silvidigez eleiz a dud en Israel, hervez an implij a reint deuz he c’hrassou, hag evel eur sin a vezo enebet outhan [1]. Hoc’h ene-c’houi a vezo treuzet gant eur c’hleze : dre eno e vezo disculiet ar menoziou a zo e meur a galon. »

Bez’ ez oa ive eur brophetez, Anna, merc’h da Phanuel, deuz rumm-dud Aser. Hounnez a ioa eat calz var an oad ; n'he doa bevet nemet seiz vloaz e stad a vriedelez. Chomet intanvez hag oajet a bevar bloaz ha pevar ugent ne bellea ket dioc’h an templ hag e serviche Doue deiz ha noz dre iuniou ha pedennou. O veza digouezet ive d’an heur-ze, e veule an Aotrou hag e comze deuz ar bugel da gement hini a c’hortoze redemption Israel.

Pa ho doa great peb tra hervez lezen an Aotrou e tistrojont d’ar Galilee, d’ho c’hear Nazareth.


————
  1. Jesus hag he Iliz a vezo enebet outho beteg fin an amzeriou.