(S. Lucas, II, 22-39)
Pa deuas deveziou purification Mari hervez
lezen Moyses, e cassjont ar bugel da Jerusalem
evit he lakaat dirag an Aotrou. Rag scrivet eo
e lezen an Aotrou : peb paotr kenta-ganet gant
he vamm a vezo kinniget d’an Aotrou. Rei a
dlient ive evit ar zacrifis, hervez m’eo scrivet
e lezen an Aotrou, eur c’houblad turzunelled
pe diou goulm vihan.
Hogen, bez’ ez oa neuze e Jerusalem eun den hanvet Simeon. An den-ze a ioa just ha leun a zoujans Doue. Gortoz a rea frealzidigez Israel, hag ar Spered-Santel a ioa ennhan. Discleriet oa bet d’ezhan gant ar Spered-Santel ne velje ket ar maro araog m’han dije guelet Christ an Aotrou. Dont a reas d’an templ poulzet gant ar Spered. Ha pa edo kerent Jesus o tigas anezhan, abalamour da ober evithan ar pez oar boazet hervez al lezen, her c’hemeras etre he zivreac’h, hag e vennigas Doue en eur lavaret :
Nunc dimittis servum tuum...
« Breman, Aotrou, lezit ho servicher da vont e peoc’h, hervez ho ker, rag va daoulagad ho deus guelet ar Zalver a deu ac’hanoc’h, an hini oc’h eus lakeat dirag fas an holl boblou evel ar sclerijen a scleraio an dud, ha gloar ho pobl Israel. »