Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
C’HUEC’HVET PENNAD
Jesus a en em ziscuez d’he ziskiblien {{{2}}} eur menez, a ro d’ezho he gentelliou diveza hag a bign en envou
(S. Vaze, XXVIII, 16-20 ; S. Marc, XVI, 15-20 ; S. Lucas, XXIV, 44-53.)
(S. Vaze, XXVIII, 16-20 ; S. Marc, XVI, 15-20 ; S. Lucas, XXIV, 44-53.)
————
An unneg diskibl a ieas er Galilee var ar
menez a ioa bet merket d’ezho gant Jesus.
Hervez S. Paol, en he genta lizer da
gristenien Corinth, XV, 6, ouspenn pemp cant
diskibl a en em gavas eno gant an unneg
abostol. Ouz he velet hen adorjont ; mes lod
anezho a zalc’he douetans.
Jesus a dosteaz ouz an unneg hag a gomzas outho evelhen : « Peb galloud a zo roet d’in en env ha var an douar. It eta ; kelennit an holl boblou ; badezit anezho en hano an Tad, hag ar Mab, hag ar Spered-Santel ; deskit