Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/367

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 351 —

d’ezho miret kement tra am eus gourc’hemennet d’ehoc’h : setu emaon ganehoc’h bemdez beteg fin an amzeriou. »

Jesus eta, evel ma lavar S. Lucas e levr Actou an ebestel, I, 3-4, a ziscuezas d’he ziskiblien dre galz merkou anat ez oa beo goude he bassion, oc’h en em rei d’ezho da velet daou-ugent devez hag o comz divarbenn rouantelez Doue. D’an daou-ugentved devez e trebas gantho e Jerusalem hag e lavaras d’ezho : « It dre ar bed holl, prezegit an aviel d’an holl grouadurien : an hini a gredo hag a vezo badezet a vezo salvet ; mes an hini ne gredo ket a vezo condaonet. Setu aman ar burzudou a heulio an dud a gredo : em hano e cassint kuit an drouc-sperejou ; prezeg a reint e iezou nevez ; maneal a reint aered ; ma c’h-efont eur vilim marvel bennag ne noazo ket d’ezho ; lakaat a reint ho daouarn var ar re glanv, hag ec’h en em gavint pare. »

Hag e lavaras d’ezho : « Setu ar c’homzou am eus lavaret d’ehoc’h pa edon c’hoaz ganehoc’h : eo red e teuje da vir kement a zo scrivet divar va fenn e lezen Moyses, er bropheted hag er psalmou. »

Er memez amzer e tigoras d’ezho ho skiant evit compren ar Scrituriou. Hag e lavaras : « Evelse eo scrivet, hag evelse e tlie ar C’hrist gouzanv ha sevel d’an trede deiz a douez ar re varo ha beza prezeget en he hano ar binijen ha pardon ar pec’hejou e creiz an holl boblou hag e Jerusalem da genta.

» Hogen, c’houi a zo testou euz an traou-ze.

» Mont a ran da zigass an Hini hen deus