Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/365

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 349 —

« E guirionez, e guirionez, me a lavar d’id : pa oas yaouankoc’h e lakeas da c’houriz en dro d’id, e saves outhi da zae hag e kerzes d’al leac’h ma cares ; mes, pa vezi deut da veza coz, ec’h astenni da zaouarn ; eun all a lakeio did da c’houriz hag a gasso ac’hanot d’al leac’h n’e peus ket a c’hoant. »

Lavaret a rea an dra-ze evit merka dre be varo e tlie glorifia Doue.

Hag evit guir tri bloaz ha tregont goude, Sant Per a oue liammet hag a varvaz he zivrec’h astennet var eur groaz.

Goude ar c’homzou-ze, Jesus a lavaras da Ber : « Heul ac’hanon. » Per, o veza distroet, a velas varlerc’h an diskibl caret gant Jesus, an hini a alcodas var he gerc’hen epad ar goan baskal hag a lavaras : « Aotrou, piou a dreïsso ac’hanoc’h. » Pa velas Per anezhan, e lavaras da Jesus : « Aotrou, hag heman, petra ’ zigouezo ganthan ? » Jesus a lavaras d’ezhan : « Ma fell d’in e chomfe evelse beteg ma teuin, petra ’ ra ze d’id ? Evidot, heul ac’hanon. »

Sevel a reas brud etouez ar breudeur, egiz ma c’h-en em hanve ar gristenien genta, ne dlie ket an diskibl-se mervel. Jesus n’hen doa ket lavaret da Ber : « Ne varvo ket » ; mes : « Ma fell d’in e chomfe evelse beteg ma teuin, petra ’ ra ze d’id ? »

E guirionez, sant Iann ne varvas ket er verzerenti, evel sant Per, mes dre gozni, eiz vloaz ha tri-ugent divezatoc’h.

Hen eo an diskibl a ro testeni deuz an traou-man hag hen deus scrivet anezho, ha gouzout a reomp eo guirion he desteni.