Goude ho lein, Jesus a lavaras da Zimon-Per :
« Simon, mab Iann, caret a res-te ac’hanon
muioc’h eged ar re-man ? » Respont a reas :
« Ia, Aotrou, gouzout a rit e caran ac’hanoc’h. »
Jesus a lavaras d’ezhan : « Bez pastor va
oaned. »
Lavaret a reas d’ezhan adarre : « Simon, mab Iann, caret a res-te ac’hanon ? » Respont a reas : « Ia, Aotrou, gouzout a rit e caran ac’hanoc’h. »
Jesus a lavaras d’ezhan : « Bez pastor va denved yaouank. »
Lavaret a reas d’ezhan evit an trede guech : « Simon, mab Iann, caret a res-te ac’hanon ? » Per a deuas da veza trist abalamour m’hen doa lavaret d’ezhan evit an trede guech : « Caret a res-te ac’hanon ? » Hag e respontas d’ezhan : « Aotrou, c’houi a c’hoar peb tra : gouzout a rit e caran ac’hanoc’h. »
Lavaret a reas d’ezhan : « Bez pastor va danvadezed. »
Bez pastor an dud fidel, bez pastor ar veleien, bez pastor an eskiblien a c’han an holl gristenien da vuez ar c’hras : evel eur guir bastor, mag anezho gant va c’helennadurez, ren anezho gant va galloud ha diouall anezho gant va c’harantez. »