Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/363

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 347 —

Pa ziskenjont var an aod e veljont glaou tan ennho, eur pesk var c’horre ; ha bara. Jesus a lavaras d’ezho : « Digassit deuz ar pesked emaoc’h o paouez kemeret. » Simon-Per a bignas er vag hag a zachas ar roued d’an douar. Bez’ ez oa ennhi trizeg ha seiz ugent pesk bras. Hag evitho da veza kement, ar roued ne dorras ket.

Jesus a lavaras d’ezho : « Deuit ha drebit. » Ha nicun deuz an dud a ioa dem-c’hourvezet evit dribi ne grede goulen outhan : « Piou oc’h-hu ? » Gouzout a reant oa an Aotrou. Jesus a dosteas, a gemeras bara, hen roas d’ezho, hag ar pesk ive.

Jesus a en em ziscuezas en dro-ze d’he ziskiblien evit an trede guech abaoue m’oa savet a douez ar re varo.


————