Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/362

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


PEVARE PENNAD
Jesus a en em ziscuez da zeiz diskibl var ribl mor ar Galilee (S. Iann, XXI, 1-14.)
————


Goudeze Jesus a en em ziscuezas adarre d’he ziskiblien var ribl mor Tiberiad. Setu ama penaoz ec’h en em ziscuezas.

Edo assamblez Simon-Per ha Thomas, lezhanvet Didym, Nathanael pe Barthelemy, hag a ioa deuz Cana er Galilee, daou vab Zebedee, Jakes ar major ha Iann, ha daou ziskibl all. Simon-Per a lavaras d’ezho ; « Mont a ran da besketa. » — « Ni a ia ganehoc’h, emezho. » Mont a rejont hag e savjont en eur vag : mes en noz-se ne gemerjont netra.

Pa deuas ar mintin, Jesus a en em zalc’has en he za var an aod, mes he ziskiblien ne anavezjont ket anezhan. Lavaret a reas d’ezho : « Bugale, beza ho peus eun dra bennag da zribi ? » — « Nann, emezho. » — « Mad, taolit ar roued a zeou d’ar vag hag e cavot. » Taoler a rejont anezhi ha ne c’hellent ket mui he denna abalamour da niver bras ar pesked. An diskibl caret gant Jesus a lavaras da Ber : « An Aotrou eo. » Simon-Per, pa glevas oa an Aotrou, a viskas he zae, rag taolet hen doa anezhi, hag a en em lakeas er mor. An diskiblien all a deuas gant ar vag en eur zacha ar roued leun a besked. N’edont dioc’h an douar nemet var dro daou-c’hant ilinad, ar pez a ra tri-c’hant troatad.