Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/356

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


EIL PENNAD
Jesus a en em ziscuez da zaou ziskibl Emmaüs
(S. Marc, XVI, 12-13 ; S. Lucas, XXIV, 13-35.)
————


Er memez devez, Jesus a en em ziscuezas dindan eur furm ha n’oa ket he hini da zaou euz an diskiblien, epad ma ’z eant var droad da eur verouri.

Daou euz an diskiblien eta a iea da eur geriaden hanvet Emmaüs hag a ioa tri-ugent stad diouz Jerusalem, da lavaret eo, ouspenn diou leo anter. Comz a reant etrezho deuz kement tra a ioa c’hoarvezet. Epad ma comzent evit en em sclerijenna an eil egile, setu Jesus he unan o tostaat hag o vont gantho. Mes ho daoulagad ne c’hellent ket dont a-benn d’he anaout. Hag e lavaras d’ezho : « Deuz a betra e comzit-hu etrezhoc’h o vale ha perag ez oc’h-hu trist ? »

Unan anezho, hanvet Cleophas, a lavaras d’ezhan : « Ha beza oc’h-hu ken divroad e Jerusalem ma n’eus den nemedhoc’h ha ne anavezfe ket ar pez a zo tremenet eno en deveziou-man ? » — « Petra ? a lavaras-hen dezho. » — « Divarbenn Jesus a Nazareth, emezho, a zo bet eur prophet galloudus en oberou hag e comzou dirag Doue hag ar bobl holl, ha penaoz prinsed ar veleien hag hor pennou-bras ho deus roet anezhan d’ar Romened evit beza condaonet d’ar maro, hag ho deus he staget ouz ar groaz. Ni a c’hortoze e vije Dasprener Israel, ha bre-