Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/357

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 341 —

man, goude kement-se holl, ema hirio an trede deiz abaoue m’eo tremenet an traou-ze. Goulzgoude, lod euz ar merc’hed a ioa ganeomp ho deus spontet ac’hanomp : eat int d’ar bez araog ar sclerijen hag int deut, eb beza cavet he gorf, da rei kelou ho deus guelet elez hag a lavar ez eo beo. Lod ac’hanomp o zo eat ive d’ar bez hag ho deus cavet an traou e giz m’ho doa lavaret ar merc’hed, mes n’ho deus ket he gavet he-unan. »

Jesus a lavaras d’ezho : « O tud diskiant ! O calonou lugud da gredi an holl draou ho deus lavaret ar bropheted ! Daoust ha ne dlie ket ar C’hrist gouzanv an holl draou-ze, ha mont evelse en he c’hloar ? » Hag o coumans dre Moyses, ha goudeze dre an holl bropheted, e tisplege d’ezho en holl Scrituriou ar pez a ioa lavaret divar he benn.

Tostaat a rejont ouz ar geriaden ma ’z eant ennhi, hag e reas an neuz da vont larkoc’h. Mes hi a viras outhan en eur lavaret : « Chomit ganeomp, rag ar pardaez a deu hag an deiz a zo izel. » Mont a reas gantho en ti. Epad m’edo ouz taol gantho, e kemeras bara, her bennigas, he rannas hag her c’hinnigas d’ezho. Ha setu ma tigoras ho daoulagad ha ma c’hanavezjont anezhan : mes hen a deuzas dirazho.

Neuze e lavarjont an eil d’egile : « Ne ket guir oa birvidic hor c’halon ennomp pa gomze epad an hent ha pa zisplege d’eomp ar Scrituriou. » Hag o sevel d’an heur memez e tistrojont da Jerusalem hag e cavjont an unneg assamblez hag ar re a ioa gantho. Ar re-man a