Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/355

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 339 —


10 — Per a zistro d’ar bez
(S. Lucas, 12.)

Mes Per a zavas hag a redas d’ar bez. O veza soublet, ne velas, evel er vech kenta, nemet al lienennou var c’horre an douar. Dont a reas kuit, souezet ennhan he-unan gant ar pez a ioa c’hoarvezet.


11 — Gaou ar veleien-vras
(S. Vaze, 11-15.)

Pa ’z eas kuit ar merc’hed euz ar bez, lod deuz ar goardou a deuas e kear hag a lavaras da brinsed ar veleien kement a ioa c’hoarvezet. Ar re-man a en em zestumas gant pennou-bras ar bobl, ha goude beza kemeret cuzul, e rojont d’ar zoudarded eun dornad mad a arc’hant en eur lavaret : « Embannit ez eo deut he ziskiblien en noz hag ho deus laeret anezhan epad ma couskec’h. Ma teu an dra-ze e anaoudegez ar gouarner, ni a c’hounezo anezhan hag ho tiouallo dioc’h peb droug. »

Ar zoudarded a gemeras an arc’hant hag a reas evel m’oant bet kentelliet. Hag ar brud-se a zo skignet beteg hirio etouez ar Jusevien.


————