Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/345

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 329 —

ha Salome, mamm bugale Zebedee, Jakes ar major ha Iann. Bez’ e zoa calz merc’hed all hag a ioa pignet gant Jesus da Jerusalem. An dud-ze a zelle ouz ar pez a c’hoarveze.

Evel m’edo ar guener, ar Jusevien, evit na jomje ket ar c’horfou ouz ar groaz d’ar zadorn — rag ar zadorn-ze a ioa eun devez bras, — a c’houlennas digant Pilat ma vije torret d’ezho ho divesker ha ma vijent lamet kuit.

Ar zoudarded a deuas eta hag a dorras divesker ar c’henta hag egile a ioa bet staget ganthan ouz ar groaz. Pa deujont da gaout Jesus ha pa veljont oa dija maro, ne dorrjont ket d’ezhan he zivesker ; mes unan deuz ar zoudarded a zigoras he gostez gant eun taol lans. Ractal e tiredas dour ha goad.

An hini hen deus guelet a ro testeni, hag he desteni a zo guirion. Gouzout a ra e lavar ar virionez, evit ma credot. An traou-ze a oue great evit sevenedigez ar gomz-ma deuz ar Scritur : « Ne dorrot asgorn ebed d’ezhan. »

Ar Scritur a lavar c’hoaz en eul leac’h all : « Sellet a reint ouz an hini ho deus treuzet. »


————