Kerkent, vouel au templ, ar ridoch bras
iskis a ranne al leac’h — santel e diou loden,
a rogas e daou azaleg an neac’h beteg an
traon ; an douar a grenas ; ar c’herreg a faoutas ;
ar beziou a zigoras ; calz corfou sent a ioa
maro a zavas, hag o tont er meaz euz ho beziou
goude resurrection Jesus, a deuas er gear zantel
hag a en em ziscuezas da eun niver bras a
dud.
Ar c’hantener a en em zalc’he a fas d’ar groaz. Pa velas ar pez a ioa c’hoarvezet ha maro Jesus en eur daoler eur griaden vras, e c’hlorifias Doue en eur lavaret : « E guirionez, an den-ze a ioa just ha Mab da Zoue. »
Ar zoudarded a ioa ganthan evit diouall Jesus, o velet ar c’hren-douar hag an traou a errue, a gemeras aon bras hag a lavare : « E guirionez, hennez a ioa Mab da Zoue. »
An holl foul a ioa var al leac’h o sellet, hag a vele ar pez a dremene, a zistroe en eur skei var boull ho c’halon.
Holl anaoudeien Jesus a en em zalc’he a ziabell. A ziabell ive ez oa calz merc’hed hag a heulie Jesus er Galilee evit he jervicha. En ho zouez edo Mari-Madalen, Mari Cleophas, mamm Jakes ar minor ha Joseph,