Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/346

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


NAVET PENNAD
Jesus a zo sebeliet (S. Vaze, XXVII, 57-66 ; S. Marc, XV, 42-47 ; S. Lucas, XXIII, 50-56 ; S. Iann, XIX, 38-42.)
————


Bez’ ez oa eur c’honseiller anavezet mad, deuz Arimathii er Judee, he hano Joseph. Hennez a ioa eun den pinvidig, mad ha just, diskibl Jesus, mes e cuz, gant aon rag ar Jusevien. Edo ive o c’hortoz rouantelez Doue, ha n’hen doa ket roet he assant da ioulou na da oberou ar Jusevien.

Dioc’h ar pardaez ez eas gant hardissegez da gaout Pilat evit goulen diganthan corf Jesus. Pilat a oue souezet e vije tremenet ken abred. Gervel a reas ar c’hantener hag e c’houlennas