Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/334

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 318 —

d’in ? Ha ne c’houzoc’h-hu ket em eus galloud da staga ac’hanoc’h ouz ar groaz ha galloud da zilivra ac’hanoc’h ? » Jesus a respontas : « N’ho pije galloud ebed em eneb ma ne vijet ket roet d’ehoc’h deuz an env. Evelato n’oc’h ket dibec’h. Mes an hini hen deus va lakeat etre ho taouarn, Caïphas, hen deus brassoc’h pec’hed. Hennez a bec’h dre fallagriez, ha c’houi dre zempladurez. »


6 — Jesus a zo condaonet d’ar maro

Azaleg neuze Pilat a glaske dilivra Jesus. Mes ar Jusevien a ioue en eur lavaret : « Ma lezit anezhan da vont kuit n’oc’h ket mignon da Zesar, rag an neb piou bennag a en em c’hra roue a en em zav a eneb Cesar. »

Pa glevas ar pez a lavarent, Pilat a zigassas Jesus er meaz, a azezas var he gador-varn en eul leac’h hanvet Lithostrotos, e gregach, pe Leur-vean, ha Gabbatha en hebre, pe leac’h-huel. Edo guener ar Pask ha tost d’ar c’huec’hvet heur, da lavaret eo, var dro unneg heur.

Ar gouarner a lavaras d’ar Jusevien : « Setu aze ho roue. » Mes hi a en em lakeas da ioual : « Lamit ! lamit anezhan ! Stagit anezhan ouz ar groaz ! » Pilat a lavaras d’ezho : « Ha staga ’rin ho roue ouz ar groaz ? » Ar veleien-vras a respontas : « N’hon deus ken roue nemet Cesar ! »

O velet ne c’houneze netra, mes ne rea an trouz nemet creski, Pilat a gemeras dour hag a voalc’has he zaouarn dirag ar bobl en eur lavaret : « Me a zo direbech deuz goad an den just-se :