Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/333

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 317 —

lavaret : « Salud ! roue ar Jusevien. » Hag e roent d’ezhan javedadou, e tufent outhan hag e kemerent ar venduen da skei var he benn.


4 — An ecce homo

Pilat a ieas adarre er meaz euz al lez-varn hag a lavaras d’ar Jusevien : « Setu e tigassan anezhan d’ehoc’h er meaz evit ma c’houezot ne gavan abeg ebed ennhan. »

Jesus eta a ieas er meaz en eur zougen ar gurunen spern hag ar vantel moug. Pilat a lavaras d’ezho : « Setu aze an den ! » Mes e leac’h caout truez, ar veleien-vras hag ar jervicherien, pa veljont anezhan, a iouas en eur lavaret : « Stagit anezhan ouz ar groaz ! Stagit anezhan ouz ar groaz ! »

Pilat a lavaras d’ezho : « Kemerit anezhan hoc’h-unan ha stagit anezhan ouz ar groaz : me ne gavan abeg ebed ennhan. »

Ar Jusevien a respontas d’ezhan : « Ni hon deus eul lezen, hag hervez al lezen-ze, e tle mervel, abalamour ma’z eo en em c’hreat Mab Doue. »


5 — An diveza interroj

Pa glevas an dra-ze, Pilat a grogas ennhan brassoc’h aon. O veza eat adarre el lez-varn, e lavaras da Jesus ; « Euz a beleac’h och-hu ? Euz an env, pe euz an douar ? » Jesus ne respontas ket. Ar paian-ze n’oa goest da gompren netra e ginivelez divin Jesus, ha gouzout a rea avoalc’h p’e guir e c’houie oa didamall. Neuze Pilat a lavaras d’ezhan : « Ne lavarit netra