Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/332

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 316 —

Etretant, prinsed ar veleien ha pennou-bras ar bobl a hegassas ar foul hag a boulzas an dud da c’houlen Barabbas ha da goll Jesus. Pilat a zavas he vouez adarre hag a lavaras d’ezho : « Pehini deuz an daou-ze a fell d’heoc’h dilivra ? » — « Barabbas, emezho ; lamit heman euz hon touez ha roit d’eomp Barabbas. »

Pilat a gomzas outho adarre, c’hoant d’ezhan da zilivra Jesus : « Petra ’ rin eta deuz Jesus hanvet Christ ? Petra fell d’ehoc’h a rafen da roue ar Jusevien ? »

An holl a iouaz : « Ra vezo staget ouz ar groaz ! Stagit anezhan ouz ar groaz ! »

Lavaret a reas d’ezho evit an trede guech : « Pe seurt droug hen deus great hennez ? Ne gavan netra ennhan hag a ve din a varo. Mont a ran d’he gastiza ha d’he gass-kuit. »

Mes hi a grie muioc’h-mui : « Ra vezo staget ouz ar groaz ! Stagit anezhan ouz ar groaz ! »

Hag ho iouadennou a zave goassoc’h-goas.


3 — Jesus a zo scourjezet ha curunet gant spern

Neuze Pilat a reas cregi e Jesus hag her scourjeza.

Soudarded ar gouarner a zigassas Jesus goudeze el lez-varn hag a zestumas en dro d’ezhan ar gohorten a bez, var dro c’huec’h cant den. Goude beza hen divisket, e taoljont en dro d’ezhan eur vantel moug ruz-tan, e lakejont var he benn eur gurunen great deuz eun tourked spern, hag en he zorn eur venduen. Neuze e teuent d’he gaout, e plegent ho daoulin dirazhan hag e reant goap anezhan en eur