Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/331

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 315 —

« Digasset ho peus d’in an den-man evel unan hag a zoug ar bobl d’an dispac’h, ha setu goude beza great goulennou outhan dirazhoc’h n’em eus cavet abeg ebed ennhan er pez a damallit d’ezhan. Nag Herodes kenneubeut rag casset em eus ac’hanoc’h d’he gaout, ha n’eus cavet netra ennhan hag a ve din a varo. Mont a ran eta d’he gass-kuit goude beza he gastizet. »

Hogen, da zeiz bras ar gouel, a bade eiz-dez, ar gouarner a dlie, hervez ar c’hiz, dilivra d’ar bobl eur prisonier, an hini a c’houlenne. Bez’ ez oa neuze eur prisonier brudet, hanvet Barabbas. Hennez a ioa eul laer ; lazet hen doa eun den epad eun dispac’h e kear ha chadennet oa gant dispac’herien all.

Ar bobl, o veza pignet er mintin-ze dirag ti Bilat, a en em lakeas da c’houlen ar pez hen deze ato digant ar gouarner. Pilat a fellas d’ezhan ober he vad gant ar c’hiz-se evit savetei Jesus. Evel m’oa destumet eta ar Jusevien, e lavaras d’ezho : « Ar c’hiz a zo da zilivra d’ehoc’h eun den da Bask. Piou a c’hoantait a zilifren d’ehoc’h. Barabbas, pe Jesus, hanvet Christ, roue ar Jusevien ? » Rag gouzout a rea ho doa ar veleien-vras lakeat Jesus etre he zaouarn dre voarizi, ha n’en doa ket ar bobl droug ennhan.

Epad ma edo Pilat azezet var he gador-varn, o c’hortoz ar bobl da ober he choaz, he vaouez a reas kemen d’ezhan an dra-man : « Ra ne vezo netra etre c’houi hag an den just-se, rag hirio, en eun uvre, oun bet poaniet calz abalamour d’ezhan. »