Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/330

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 314 —

a draou a damallont d’ehoc’h ? » Jesus ne respontas mui eur ger d’ezhan, en hevelep doare ma ’z oa souezet bras ar gouarner. Mes ar Jusevien a zave ho mouez goassoc’h-goas hag a lavare : « He gentelliou er Judee a bez azaleg ar Galilee beteg ama, a laka reustl etouez ar bobl. »


1 — Jesus dirag Herodes

Pilat, o clevet hano deuz ar Galilee, a c’houlennas hag an den-ze a ioa Galilean, ha kerkent ma clevas ez oa deuz dalc’h Herodes, e cassas anezhan da Herodes, a ioa ive e Jerusalem d’an deveziou-ze.

Herodes a oue laouen bras o velet Jesus, rag pell a ioa e c’hoantea guelet anezhan, abalamour m’han doa clevet lavaret calz traou divar he benn ha ma c’hortoze guelet anezhan oc’h ober eur burzud bennag. Ober a reas outhan meur a c’houlen. Mes Jesus ne respontas netra d’ezhan.

Hogen, prinsed ar veleien hag an doctored a ioa eno en ho za ouz hen tamall eb ehan.

Herodes hen disprijas gant he c’hoardou. Dre c’hoaperez, e viskas d’ezhan eur zae venn, hag her c’hassas en dro da gaout Pilat. En deiz-se Herodes ha Pilat a deuas da veza mignoned, rag a ziaraog ez oant enebourien an eil d’egile.


2 — Jesus ha Barabbas

Pilat, o veza destumet prinsed ar veleien, pennou-kear hag ar bobl, a lavaras d’ezho :