Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/335

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 319 —

eun dra eo hag a zell ouzhoc’h. » Ar bobl holl a zavas he vouez da lavaret : « Ra vezo he c’hoad varnomp ha var hor bugale ! »

Neuze Pilat, c’hoant d’ezhan da blijout d’ar bobl, a c’hourc’hemennas ma vije roet d’ezho ho goulen. Dilivra ’ reas Barabbas, an hini a c’houlennent, hag a ioa bet casset er prison abalamour ma ’z oa muntrer ha dispac’her, ha lakaat a reas Jesus etre ho daouarn evit ma vije staget ouz ar groaz hervez ho ioul.


————