Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/327

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 311 —

goad. » Goude beza kemeret cuzul an eil digant egile, e prenjont gantho park eur poder evit anterri an divroidi.

Setu perag ar park-se a zo hanvet beteg hirio Haceldama, da lavaret eo, parc ar goad. Neuze e teuas da vir ar pez hen doa lavaret ar prophet Jeremias evelhen : « Kemeret ho deus an tregont pez arc’hant a zo priz an hini ho deus marc’hatet he dalvoudegez gant bugale Israel, ha roet ho deus anezho evit park eur poder, evel m’han deus merket d’in an Aotrou. »


————