talvoudegez dirag al lezen, abalamour m’oa bet douget epad an noz.
Digass a rejont Jesus en ho c’honseil hag e lavarjont : « Ma ’z oc’h ar C’hrist, lavarit d’eomp. » — « Ma lavaran d’ehoc’h, eme Jesus, n’am c’hredot ket ; ha ma ran goulennou ouzhoc’h, c’houi n’am respontot ket ha n’am lezot ket da vont kuit. Hiviziken Mab an den a vezo azezet en tu deou da c’halloud Doue. »
An holl a lavaras « C’houi eta a zo Mab Doue ? » — « Hel lavaret ho peus, eme Jesus : beza oun. » Hag hi da lavarot : « Da betra clask c’hoaz testeni ? Hon unan hon deus clevet euz he c’hinou. »
An holl a zavas en ho za, hag o veza liammet Jesus, her c’hassjont da di ar gouarner romen, Pons-Pilat, hag hel lakejont etre he zaouarn.
(S. Vaze, XXVII, 3-10.)
Neuze an treitour Judas, o velet oa condaonet, a ieas, broudet gant he goustians, da gass an tregont pez arc’hant da brinsed ar veleien ha da bennou-bras ar bobl. « Pec’het em eus, emezhan, o verza buez an hini a zo didamall. » Mes hi a respontas : « Petra ’ ra ze d’eomp-ni ? Eun dra eo hag a zell ouzid. »
O veza taolet an arc’hant en templ, Judas a en em dennas hag a ieas da en em grouga.
Prinsed ar veleien, o veza kemeret ar peziou arc’hant, a lavaras : « Ne c’heller ket ho lakaat en tenzor, abalamour ma ’z int priz ar