Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/325

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 309 —

Neubeut amzer goude, var dro eun heur divezatoc’h, Simon-Per a ioa en he za oc’h en em domma, pa lavarjot d’ezhan : « Ha n’out ket unan deuz he ziskiblien ? » — « N’oun ket, eme Ber. » — « A dra zur, eme eun all, te a ioa ganthan, te a zo unan anezho, rag beza out Galilean ha da barlant trefoet hen discuez avoalc’h, » — « Goaz, ne c’houzon ket petra lavares, a respontas Per. » Unan deuz servicherien ar beleg-bras, car d’an hini ma troc’has Per he scouarn d’ezhan, a lavaras : « Daoust ha n’em eus ket guelet ac’hanot el liorz ganthan ? » Per a en em lakeas da nac’h adarre, da vallozi ha da doui var he le : « Me, emezhan, ne anavezan ket an den-ze deuz pehini e comzit. »

N’hen doa ket peur-echuet he c’her diveza, pa ganas ar c’hillog adarre. An Aotrou a en em zistroas hag a reas eur zell var Ber. Neuze e teuas sonj da Ber deuz ar gomz a lavaras d’ezhan an Aotrou : « Araog ma cano diou vech ar c’hillog, e pezo va nac’het teir guech. »

O veza eat er meaz, Per a en em lakeas da scuill daelou c’huero.


4 — Eil barnedigez Jesus
(S. Vaze, XXVII, 1-2 ; S. Marc, XV, 1 ; S. Lucas, 66-71 ; XXIII, 1.)

Kerkent ha ma tarzas an deiz, holl bennou bras ar bobl, prinsed ar veleien hag an doctored a en em zestumas a eneb Jesus evit he lakaat d’ar maro. Ar varnedigez kenta a ioa eb