Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/328

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


C’HEC’HVET PENNAD
Jesus dirag Pons-Pilat (S. Vaze, XXVII, 11-30 ; S. Marc, XV, 2-19 ; S.Lucas, XXIII, 2-25 : S.Iann, XVIII, 28-40 ; XIX, 1-15.)
————


Digass a rejont eta Jesus deuz ti Caïphas da lez-varn Pons-Pilat. Edo ar mintin hag ar Jusevien ne d-ajont ket el lez-varn evit na vijent ket saotret, hervez ho lezen, o vont e ti eur paian, ha ma c’helljent dribi ar Pask, ar bara eb goell hag an hostiou a veze sacrifiet epad deveziou ar gouel. [1]

Pilat eta a deuas d’ho c’haout er meaz hag a lavaras : « Petra ho peus da damall eneb an den-man ? » Ar Jusevien a respontas : « Ma ne vije ket eun torfetour, n’hon dije ket lakeat anezhan etre ho taouarn. » Pilat a lavaras d’ezho : « Kemerit anezhan hoc’h-unan ha barnit anezhan hervez ho lezen. » Ar Jusevien a respontas : « N’on deus ket a urz da lakaat den d’ar maro. »

Evelse e teue da vir ar gomz hen doa lavaret Jesus evit merka deuz pe varo e tlie mervel. Lavaret hen doa e vije lakeat etre daouarn ar baianed hag e vije staget ouz ar groaz : ar romened païan a gondaone da vervel var ar groaz.

Neuze ec’h en em lakejont da damall Jesus en eur lavaret : « Ni hon deus he gavet o

  1. Allioli, in Jo, XVIII, 28.