Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/318

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 302 —

daouarn ar bec’herien. Savit, deomp : setu ema tost an hini a dle va zreïssa. »


2 — Jesus a zo kemeret

Comz a rea c’hoaz, pa deuas an treitour, Judas Iscariot, unan deuz an daouzeg.

Judas a anaie al leac’h-se, abalamour Jesus a ioa bet eno aliez gant he ziskiblien. Kemeret hen doa ganthan eur vanden zoudarded ; ouspenn, prinsed ar veleien, an doctored ha pennou-bras ar bobl ho doa casset servicherien. Dont a rea da Jethsemani e penn ar strollad tud-se a zouge clezeier, bizier, leterniou ha goulaou-bras. An treitour hen doa roet eur merk d’ezho evit anaout Jesus : « An hini, emezhan, ma roin eur pok d’ezhan, hennez eo. Crogit ennhan ha cassit-hen gant evez. »

Kerkent ma c’h-erruas, e tosteas ouz Jesus en eur lavaret : « Salud, Mestr ! » Hag e pokas d’ezhan. Jesus a lavaras : « Mignon, da ober petra out deut ? Judas, dre eur pok e treïsses Mab an den ! »

Goulzgoude Jesus, o c’houzout kement a dlie c’hoarvezout ganthan, a ieas araog hag a lavaras d’ar vanden : « Piou a glaskit ? » — « Jesus a Nazareth, emezho. » Jesus a respontas : « Me eo. » Hogen, Judas, an hini he dreïsse, a ioa ive gantho. Ractal ma lavaras d’ezho : « Me eo, » ez ejont diouthan var ho c’hiz hag e couezjont d’an douar. Goulen a reas outho adarre : « Piou a glaskit ? » Hag e lavarjont : « Jesus a Nazareth. » — « Lavaret em eus d’ehoc’h, a respontas Jesus : me eo. Ma claskit