Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/319

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 303 —

eta ac’hanon, lezit ar re-man da vont kuit. » Hag e tiscueze an ebestel. Evelse e teue da vir ar gomz hen doa lavaret : « N’em eus collet nicun deuz ar re ho peus roet d’in. »

Ar re a ioa en dro da Jesus, o velet ar pez a dlie c’hoarvezout, a lavaras d’ezhan : « Aotrou, ma scofemp gant ar c’hleze ? » Unan anezho, Simon-Per, o cass he zorn var ar c’hleze a ioa ganthan, he dennas, a scoas var jervicher ar beleg-bras hag a droc’has d’ezhan he scouarn deou. Ar servicher-ze a ioa hanvet Malchus. Jesus a lavaras da Ber : « Lez ; avoalc’h evelse. Laka da gleze en he blas, rag ar re a gemer ar c’hleze a varvo dre ar c’hleze. Ha credi a res-te ne c’hellan ket pedi va Zad, hag e tigasso d’in ractal ouspenn daouzeg arme elez ? Mes penaoz neuze e teuio da vir ar Scrituriou a verk e tle kement-man holl digouezout ? Ha ne dlean-me ket efa ar c’halir hen deus roet va Zad d’in da efa ? » Goudeze e touchas ouz scouarn Malchus hag her pareas.

Neuze e lavaras d’ar re a ioa deut varzu ennhan, da brinsed ar veleien, da voardou an Templ ha da bennou bras ar bobl : « Deut oc’h din evel da eul laer, gant bizier ha gant clezeier, evit kemeret ac’hanon. Goulzgoude edon bemdez azezet en ho touez o kelen en Templ, ha n’ho peus ket lakeat ho taouarn varnon evit va c’hemeret. Mes breman ema oc’h heur, hag ar c’halloud a zo d’an denvalijen. Kement-man a zo digouezet evit ma teuje da vir ar pez a zo scrivet gant ar bropheted. »

Neuze e tostejont, e lakejont ho daouarn