Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/317

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 301 —

bolontez-me bezet great, mes hoc’h hini-c’houi. »

Hogen, eun eal deuz an env a en em ziscuezas d’ezhan hag he gennerzas. [1] Couezet en angoni, e pede muioc’h-mui. Bez’ hen devoue eur c’huezen, evel beradou goad a zirede beteg an douar.

Pa zavas deuz he beden ha pa deuas da gaout he ziskiblien, e cavas anezho cousket abalamour d’an dristidigez. Lavaret a reas da Ber : « Simon, cousket a res ? Evelse n’ho peus ket gellet beilla eun heur ganen ? Perag e couskit ? Savit, beillit ha pedit, evit na gouezot ket e tentation. Ar spered a zo tear da ober ar mad, mes ar c’horf a zo dinerz. »

Pellaat a reas adarre evit an eil guech hag e pedas en eur lavaret : « Va Zad, ma ne c’hell ket ar c’halir-ze tremen, eb na efen anezhan, ra vezo great ho polontez ! »

Dont a reas adarre hag e cavas anezho cousket, rag ho daoulagad a ioa deut da veza pounner, ha ne c’houient ket petra da respont d’ezhan.

O veza lezet anezho, ez eas kuit adarre hag e pedas evit an trede guech en eur lavaret ar memez tra.

Neuze e teuas evit an trede guech da gaout he ziskiblien hag e lavaras d’ezho : « Couskit breman ha discuizit… Avoalc’h eo. Deut eo an heur ma tle Mab an den beza lakeat etre

  1. Credi a c’heller e tiskennas an eal e penn-kenta an angoni evit rei nerz da Jesus d’he gouzanv. Fillion, in Luc, XXII, 43.