Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/316

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 300 —

Per, leun ato a fizians ennhan he-unan, a lavaras d’ezhan : « Goude ma kemerfe an holl tro da faillout abalamour d’ehoc’h, me ne rin ket. » Jesus a lavaras d’ezhan : « E guirionez, me a lavar d’id, hirio, en noz-man, araog m’han dezo canet diou vech ar c’hillog, te a pezo va nac’het teir guech. » Mes hen a lavare muioc’h-mui : « Ha pa ve red d’in mervel ganehoc’h, n’ho nac’hin ket. » An holl diskiblien a lavare ar memez tra.


1 — Agoni Jesus

Jesus a zigouezas en eur verouri, hanvet Jethsemani, hag a ioa ouz ar menez Olived. Eno ez oa eul liorz, hag ez eas ennhan gant he ziskiblien. Hag e lavaras d’ezho : « Azezit aman, epad ma ’z in du-hont da bedi. » Goudeze e kemeras ganthan Per ha daou vab Zebedee, Jakes ha Iann, ha pa oue digouezet el leac’h choazet, e teuas varnhan tristidigez ha glac’har, spont hag anken. Neuze e lavaras d’ezho : « Va ene a zo trist beteg ar maro ; chomit aman, beillit ganen ha pedit, evit na guezot ket e tentation. »

Hag ec’h en em ziframmas dioutho keit ha ma c’heller banna eur mean, hag o veza pleget he zaoulin, e stouas he benn d’an douar, hag e pede ma pellaje an heur-ze diouthan, mar gelle beza pellaet. « Va Zad, emezhan, ma c’hell beza great, ra bellaio diouzin ar c’halir-ze leun a c’houervder ! Tad, c’houi a c’hell peb tra, ma fell d’ehoc’h, pellait ar c’halir-ze diouzin ! Goulzgoude, n’e ket va