Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/315

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


PEVARE PENNAD
E liorz Jethsemani (S. Vaze, XXVI, 31-56 ; S. Marc, XIV, 27-52 ; S. Lucas, XXII, 40-53 ; S. Iann, XVIII, 1-11.)
————


Goude m’han doa Jesus lavaret an traou-ze, ez eas, gant he ziskiblien, en tu all da froud Cedron a rede e traonien Josaphat er zao-heol, etre kear hag ar menez Olived. Neuze e lavaras d’ezho : « Holl e kemerot tro da faillout en noz-man abalamour d’in ha d’ar pez a c’hoarvezo ganen, rag scrivet eo : me a scoio ar pastor, hag an denved a vezo distaolet a beb costez. Mes goude ma vezin savet a douez ar re varo, me a ielo en ho raog, d’ar Galilee. »