Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/312

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 296 —

anaout ac’hanoc’h, an Doue guirion n’eus ken nemedhoc’h, hag an hini ho peus casset, Jesus-Christ. Me am eus ho clorifiet var an douar : peurc’hreat em eus al labour ho poa roet d’in da ober. Ha breman, Tad, glorifiit ac’hanon ennhoc’h deuz ar c’hloar-ze am eus bet ennhoc’h araog crouidigez ar bed.

» Lavaret em eus hoc’h hano d’an dud oc’h eus tennet euz ar bed da rei d’in. D’ehoc’h oant, hag ho peus roet anezho d’in. Miret ho deus ho comz ; breman ec’h anavezont e teu ac’hanoc’h kement ho peus roet d’in, abalamour m’am eus roet d’ezho ar c’homzou ho peus fiziet ennon. Bet ho deus anezho ; anavezet ho deus e guirionez ez oun deut ac’hanoc’h, ha credet ho deuz ez oun casset ganehoc’h.

» Me a bed evitho. Ne bedan ket evit ar bed, mes evit ar re ho peus roet d’in, abalamour ma ’z int d’ehoc’h. Kement a zo d’in a zo d’ehoc’h, hag ar pez a zo d’ehoc’h a zo d’in, hag oun glorifiet ennho. Dija n’emaon mui er bed, hag hi a zo er bed, epad ma ’z an davedhoc’h. Tad santel, dalc’hit en hoc’h hano ar re ho peus roet d’in evit ma vezint unan eveldomp. Pa edon gantho, me ho dalc’he en hoc’h hano : diouallet em eus ar re ho peus roet d’in, ha nicun anezho n’eo eat da goll, nemet Judas an den collet, evit sevenedigez ar Scritur. Mes breman ez an d’ho caout, hag e lavaran an traou-ze epad ma choman er bed evit ma vezo leun ennho va laouenedigez.

» Me am eus roet d’ezho ho comz, hag ar bed hen deus kemeret cassoni outho abalamour n’int ket deuz ar bed, evel va-unan n’oun ket