Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/313

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 297 —

deuz ar bed. N’ho pedan ket d’ho zenna euz ar bed, mes d’ho diouall ouz an droug. N’int ket deuz ar bed, evel va-unan n’oun ket deuz ar bed. Santellait anezho er virionez : ho comz eo ar virionez. Evel m’ho peus va c’hasset er bed, evelse em eus ho c’hasset er bed. Me a en em zantellaa evitho, evit ma vezint ho-unan santelleat er virionez. [1]

» Ne bedan ket ebken evitho, mes ive evit ar re a gredo ennon var ho ger : ra vezint holl unan ; evel c’houi, Tad, a zo ennon, ha me ennhoc’h, evelse ra vezint unan ennomp, evit ma credo ar bed ho peus va c’hasset. Me am eus roet d’ezho ar c’hloar ho peus roet d’in [2], evit ma vezint unan, evel ma ’z omp unan. Me a zo ennho dre c’hras ha c’houi ennon dre natur, evit ma vezint unanet da vad, ha ma c’h-anavezo ar bed ho peus va c’hasset, hag ho peus ho c’haret, evel m’ho peus va c’haret.

» Tad, ar re ho peus roet d’in, me a fell e vent ganen el leac’h m’emaon, evit ma velint ar c’hloar ho peus roet d’in, abalamour m’ho peus va c’haret araog crouidigez ar bed. Tad just, ar bed n’hen deus ket hoc’h anavezet ; mes me am eus hoc’h anavezet, hag ar re-man ho deus anavezet ez oun casset ganehoc’h.

  1. Jesus a bed he Dad da zibaba an ebestel a douez traou ar bed ha d’ho lakaat er virionez, abalamour d’ezho da ober labour Doue, evel he-unan ez eo en em zantelleat, da lavaret eo, ez eo en em voestlet d’he Dad evit ober labour ar zilvidigez. Fillion, in Jo. XVII, 17, 19.
  2. Jesus hen deus great anezho bugale Doue dre c’hras hag heritourien an envou. S. Ambr., ap. Fillion, in. Jo., XVII, 22.