Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/311

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 295 —

Spered-Santel e comzin d’ehoc’h freas divarbenn va Zad. En deiz-se e c’houlennot em hano, ha ne lavaran ket d’ehoc’h e pedin an Tad evidhoc’h ; rag an Tad ho car, abalamour m’ho peus va c’haret ha m’ho peus credet ez oun deut euz Doue. Me a zo eat euz an Tad hag a zo deut er bed : breman e tilezan ar bed evit mont d’an Tad. »

He ziskiblien a lavaras d’ezhan : « En taol-man e comzit sclear ha ne lavarit parabolen ebed. Breman e c’houzomp ec’h anavezit peb tra, ha n’ho peus ket ezom e rafe den goulennou ouzhoc’h : setu perag e credomp ez oc’h deut euz Doue. »

Jesus a respontas d’ezho : « Credi a rit breman ? Dont a ra an heur, ha dija eo deut, ma viot skignet peb hini en he du, ha ma lezot ac’hanon va-unan. N’emaon ket va-unan goulzgoude, rag an Tad a zo ganen.

» Lavaret em eus d’ehoc’h an traou-ze evit m’ho pezo ar peoc’h ennon. Er bed e viot goall-voasket, mes bezit fizians : me am eus trec’het ar bed. »


3 — Peden Jesus-Christ

Goude beza lavaret an traou-ze, Jesus a zavas he zaoulagad etrezeg an env hag a lavaras :

« Tad, deut eo an heur, glorifiit ho Mab, evit ma teuio ar Mab da c’hlorifia ac’hanoc’h, ha p’e guir ho peus roet d’ezhan galloud var beb den, ma roio ar vuez peurbadus da gement hini ho peus roet d’ezhan. Ar vuez peurbadus-se eo