Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/310

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 294 —

etrezho : « Petra ’ lavar d’eomp evelse : eur pennadig amzer, ha n’am guelot mui ; eur pennadig amzer adarre, hag am guelot, rag mont a ran da gaout an Tad. » Lavaret a reant eta : « Petra eo an dra-ze : eur pennadig amzer ? Ne c’houzomp ket deuz petra e comz. »

Jesus a anavezas ho doa c’hoant da ober outhan eur goulen hag a lavaras d’ezho : « C’houi a c’houlen an eil digant egile perag em eus lavaret : « Eur pennadig amzer, ha n’am guelot mui ; eur pennadig amzer adarre, hag am guelot. » E guirionez, e guirionez, me a lavar d’ehoc’h : c’houi a lenvo hag a hirvoudo, hag ar bed a en em laouenaio : c’houi a vezo er c’hlac’har, mes ho clac’har a vezo chenchet e levenez. Eur vaouez, pa lak’ he c’hrouadur er bed, a zo er c’hlac’har abalamour m’eo deut he heur ; mes, p’he deus ganet eur mab, n’he deus sonj ebed mui deuz he foan, abalamour d’ar joa he deus da veza lakeat eun den er bed. C’houi ive ho peus breman tristidigez, mes me a velo ac’hanoc’h adarre, hag ho calon a laouenaio, ha den ebed ne lamo diganehoc’h ho laouenedigez. En deiz-se ne reot mui goulennou ouzin var netra.

« E guirionez, e guirionez, me a lavar d’ehoc’h, ma c’houlennit eun dra bennag digant va Zad em hano, e roio d’ehoc’h. Beteg-hen n’ho peus goulennet netra em hano. Goulennit hag ho pezo, evit ma vezo leun ho laouenedigez.

» Lavaret em eus d’ehoc’h an traou-ze e parabolennou. Dont a ra an heur ne gomzin ket mui d’ehoc’h e parabolennou, mes dre ar