Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/300

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 284 —

goall stourmou. Ha me a bourchass d’ehoc’h ar rouantelez a zo pourchasset d’in gant va Zad, evit ma trebot ha ma c’h-evot ouz va zaol em rouantelez ha ma c’h-azezot var gadoriou evit barn daouzeg rumm-dud Israel.

Va bugale vihan, n’emaon mui gane-hoc’h nemet evit eur pennadic amzer.

Clask a reot ac’hanon ; hag evel m’am eus lavaret d’ar Jusevien : « D’al leac’h ma ’z an, c’houi ne c’hellit ket dont, » me a lavar d’ehoc’h breman. Me a ro d’ehoc’h eur gourc’hemen nevez : en em garet an eil egile, hag evel m’am eus ho caret, en em garit ive an eil egile. An holl a c’houezo ez oc’h va diskiblien dioc’h ar garantez ho pezo an eil evit egile. »


7 — Pec’hed s. per discleriet. Ar c’hleze
(S. Iann, 36-38 ; S. Lucas, 31-38.)

Per a lavaras d’ezhan : « Aotrou, da beleac’h ez it ? » Jesus a respontas : « El leac’h ma ’z an ne c’helles ket breman heul ac’hanon ; mes heul a ri divezatoc’h.

» Simon, Simon, eme an Aotrou, setu Satan hen deus goulennet ac’hanoc’h, te ha da vreudeur, evit ho ridella evel guiniz. Mes pedet am eus evidot, abalamour d’as feiz da chom difazi ; ha te, d’as tro, kennerz da vreudeur. » [1]

Per a lavaras d’ezhan : « Perag ne c’hellan

  1. Evel S. Per, ar Pab a zo ive difazi en he feiz. « Ato e tlie beza eur Per en Iliz evit kennerzi he vreudeur er feiz. » — Bossuet, Méd., la Cène, 2° jour.