Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/299

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 283 —

« Ar pez a res, gra buhan. » Nicun deuz ar re a ioa ouz taol ne gomprenas perag e lavare d’ezhan an dra-ze. Rag darn a zonje, abalamour m’edo ar yalc’h gant Judas, hen doa lavaret Jesus d’ezhan : « Pren ar pez hon deus ezom evit ar gouel, » pe : « Ro eun dra bennag d’ar beorien. »

Judas eta, o veza kemeret an tamm bara, a ieas kuit dioc’htu. Hogen deut oa an noz.


6 — Ourgouill an diskiblien. Ar gourc’hemen nevez
(S. Iann, 31-35 ; S. Lucas, 24-30.)

Pa oue eat er meaz, Jesus a lavaras : « Breman Mab an den a zo glorifiet, ha Doue a zo glorifiet ennhan. Ma ’z eo Doue glorifiet ennhan, Doue hen glorifio ennhan he-unan, ha trumm e c’hlorifio anezhan. »

Neuze e savas debad etre an diskiblien evit gouzout pehini anezho a zeblante beza ar c’henta. Jesus a lavaras d’ezho : « Rouaned ar boblou a ra ho mistri varnho, hag ar re ho deus galloud var ar re all a zo hanvet madoberourien, ho deus hanoiou glorius evel-se. Evidhoc’h-c’houi, na rit ket evelse, mes an hini a zo ar brassa en ho touez, ra vezo evel ar bihanna ; hag an hini a ren evel an hini a jervich. Rag piou eo ar brassa, an hini a zo ouz taol pe an hini a jervich ? Ha n’eo ket an hini a zo ouz taol ? Hogen, me a zo en ho touez evel an hini a jervich.

Goulzgoude, c’houi eo a zo chomet ganen em