Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/301

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 285 —

ket heul ac’hanoc’h breman ? Me, Aotrou, a zo prest da vont ganehoc’h d’ar prison ha d’ar maro : me a roio va buez evidhoc’h. » Jesus a respontas : « Te a roio da vuez evidon ? E guirionez, e guirionez, me a lavar d’id, Per, araog ma cano ar c’hillog da c’houlou-deiz, as pezo va nac’het teir guech.

Hag e lavaras d’ezho : « P’am eus casset ac’hanoc’h eb yalc’h, na sac’h, na boutou, dioueret ho peus-hu eun dra bennag ? » — « Nann, emezho. » — « Mad, breman an hini hen deus eur yalc’h hag eur zac’h ive, ra ho c’hemero ; hag an hini n’hen deus cleze ebed, ra verzo he zae evit prena unan. Rag me a lavar d’ehoc’h : red eo e teufe c’hoaz ar gomz-man deuz ar Scritur da veza guir ennon : « Lakeat eo bet etouez an dorfetourien. » Evit guir, ar prophesiou a zell ouzin a zo tost da zeveni. »

An diskiblien a lavaras : « Aotrou, setu ama daou gleze. » Hen a lavaras d’ezho ; « Avoalc’h eo » evit ar pez a zo da ober gantho. Rag n’edo ket en he ioul en em jervichout deuz ar c’hleze mes rei fressoc’h da gompren e pe seurt danjer e tlient holl coueza.


8 — Ar c’homzou diveza er Gamb-Lid. Promessa ar Spered-Santel
(S. Vaze, 30 ; S. Marc, 26 ; S. Ian, XIV, 1-31 ; S. Lucas, 39.)

« Ra ne vezo ket ho calon trubuillet. Credi a rit e Doue ; credit ive ennon. E ti va Zad ez eus meur a zeumeurans. Ma ne vije ket bet,